Koulzad kelaouiñ broadel « Ober gaou ouzh an SPL… »
Goude ma oa en em vodet an aozadurioù hag ar gevelerien evit lavaret « Nann d’ar mellad 52 e raktres lezenn arc’hantaouiñ 2018 »,
Degas a reomp da soñj deoc’h en doa kemennet ar gouarnamant e vefe digresket an SPL (skorenn bersonelaet evit al lojeiz) a 5 euro ar miz d’ar 1añ a viz Gwengolo 2017 ha goude-se e vefe digresket a 60 euro (well-wazh) ar miz d’ar 1añ a viz Genver 2018.
E-keit-se en deus goulennet ar gouarnamant ouzh ar feurmerien sokial kempouezañ digresk an SPL dre zigreskiñ feurm al lojeizoù. Abalamour d’an dra-se hor bo kalz nebeutoc’h a argant evit
kempenn, reneveziñ ha diorren hor glad en hor c’horn-bro. E Douarnenez Annez ez istimomp e vo gounezet 650 000 euro nebeutoc’h er bloavezh 2018 ! Sed aze labourioù ha ne c’hallint ket bezañ graet er bloaz a zeu hag er bloavezhioù war-lerc’h.
Gant an Unvaniezh sokial evit al lojeiz ez eus bet lañset ur c’houlzad kelaouiñ broadel en-dro d’ar gemennadenn : « Ober gaou ouzh an SPL a dalvez ober gaou ouzh ar c’hengred broadel, ober gaou ouzh Frañs » evit sachañ evezh an dud war heuliadoù adreizh an SPL war verr, krenn ha hir dermen.
Frammet eo bet ar c’houlzad en-dro d’ur gemennadenn embannet en holl gazetennoù broadel, rannvroel hag er magazinoù kelaouiñ, gant 3 c’hemennadenn embannet enno e-pad ar c’houlzad, embannadennoù el lec’hiennoù Web ha div gemennadenn skingomz en holl skingomzoù e Frañs (Radio France, RMC, RTL, Europe 1, Radio Classique…).
Gallout a rit sikour ac’hanomp dre sinañ ar sinadeg « Saveteomp al lojeiz sokial » a c’haller kavout e www.union-habitat.org.
Bezañ unanet, ha mennet, a dalvez bezañ kreñvoc’h o pouezañ evit ma vo tennet ar mellad 52 eus ar raktres lezenn arc’hantaouiñ.