Muzuliañ ar c’hontantamant : disoc’hoù enklask 2017
Douarnenez Annez a genlabour bep tri bloaz gant ar Gevredigezh rannvroel LODEF ha gant ar feurmerien all eus Breizh evit muzuliañ asambles kalite ar servij rentet d’ar feurmerien.
E-kerzh c’hwec’hmiziad kentañ 2017 e oa bet pellgomzet da 200 den en ho touez evit ober ouzhoc’h un heuliad goulennoù war temoù evel kalite ar vuhez en ho karter, mont en-dro an aveadurioù stroll, kalite al labourioù teknikel en ho lojeiz pe c’hoazh kalite an degemer hag an darempredoù gant ho feurmer.
Gant un notenn a 8,1 / 10 eo kresket an notenn roet da Zouarnenez Annez eus 0,6 poent e-skoaz an enklask kent (2014).
Trugarekaat a reomp ac’hanoc’h a-greiz kalon evit ar fiziañs ho peus lakaet ennomp. Kenderc’hel a reomp da vodañ hon nerzhioù evit rentañ deoc’h ar servij ar gwellañ a c’hallomp.
Ar pep pouezusañ eo e vefec’h kontant. Sikourit ac’hanomp da wellaat hoc’h endro bevañ en ur gas kinnigoù dre skrid deomp.